Va c'horf en deus un eñvor Blaz ar vein Plasenn ar bleiz Eñvor ma c'horf A ren va empenn Heklev ar Seiz ('vel foll ar c'hoad e koun ar werc'hez Malivel, Marv a-raok, a-raok Bezañ ganet) Heklev ar Seiz A gleven Evel un neizh A glasken Evel un nerzh Evit en em zifenn Heklev ar Seiz A ganen Va c'horf en deus un eñvor Deus da dañva Blaz ar vein E-kreiz va beg E-touez va dent E van ar vein E tarzh and deiz Pa vezen denel, E tenesaen En ampoent d'en em zioueriñ Met kerkent E teue d'en em intent Va bec'h, va bec'h Va c'horf en deus un eñvor Va c'horf en deus un egor Va c'horf en deus un enor Enor va c'horf a ren