An Hani a Garan

Alan Stivell

    Continúa después del anuncio

    An hani a garan, gwechall bihan er gêr
    Pa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile..
    Ma ch'alon ne gare, ne gare nemet unan,
    Pa oan bihan er gêr an hini a garan.

    An hani a garan, gwezharall ma ch'are,
    Kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele,
    Hon div galon ne raent, ne raent nemed unan,
    Pa oan bihan er gêr an hini a garan.

    An hani a garan, bremañ, he deus ma laosket
    Aet eo da broioù pell, d'ur vro n'anavezan ket
    Aet eo d'ar broioù pell, da c'hounit he bara
    Kollet, kollet eo din an hini a garan.

    Continúa después del anuncio

    D'an hani a garan, ne ran nemet hirvoudiñ
    Penaos, ken pell diouti, e ch'ellin-me beviñ ?
    Met petra a lavaran-me ? turlebaniñ a ran
    Dre hir soñjal atav en hini a garan.

    D'an hani a garan, mar kollan-me ma fenn,
    Evnedigoù ar c'hoad, kanit c'hwi ho kanenn
    Evned, kanit er c'hoad kanit kenti-kentañ

    D'an hani a garan, ne ran nemet huanadiñ
    Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ
    Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan
    Kanennig ma c'halon d'an hini a garan.

    Información de la canción

    Composición: Alan Stivell

    ¿Los datos están equivocados?

    Enviar revisión

    Canciones relacionadas