An Deiz Ruz

Heol Telwen

    Continúa después del anuncio

    (Excerpt from "Diougan Gwenc'hlan," a Breton poem from 5th century)

    En an Deiz Ruz me 'wel an hoch tont eus ar choad,
    Hag eñ gwall-gamm, gwallet e droad,
    E veg digor ha leun a wad
    Hag e reun louedet gant an oad
    Hag o soroc'hal war e dro
    Gant an naon e voc'higoù.

    Me 'wel ar morvac'h 'c'h enep-tont
    ken e kren an aod gant ar spont;
    Hag eñ ken gwenn hag an erc'h kann
    'Zo en e benn kerniel arc'hant.
    An dour dindanañ o virviñ
    Gant an tan-taran eus e fri;

    Continúa después del anuncio

    Ne vern petra a c'oarvezo
    Pezh a zo dleet a vezo:
    Ret eo d'an holl mervel teir gwezh
    Kent evit arzav en diwezh.

    Dakc'h mat 'ta! Dalc'h mat 'ta! Morvarc'h!
    Darc'h war e benn! Darc'h mat 'ta! Darc'h!

    Me 'wel ar gwad betek e c'hlin,
    Me 'wel ar gwad evel ullenn!
    Gwazh ouzh gwazh! Darc'h 'ta! Gwazh ouzh gwazh!

    Información de la canción

    Composición:

    ¿Los datos están equivocados?

    Enviar revisión

    Canciones relacionadas