Karantez Vro

Véronique Autret

    Continúa después del anuncio

    E korn va c'halon 'zo ur gleizhenn
    'Baoe va yaouankiz he dougan
    Rak, siwazh, an hini a garen
    Ne gare ket pezh a garan
    Eñ na gare nemet ar c'hêriou
    Ar morioù don, ar broioù pell
    Ha ne garen 'met ar maezioù
    Maezioù ken kaer va Breizh-Izel

    Ret' voe didab 'tre div garantez
    Karantrez-vro, karantez den
    D'am bro am eus gouestlet va buhez
    Ha lezet da vont 'n hini 'garen
    Biskoazh klevet keloù outañ
    Ar gleizhenn em c'halon zo chomet
    Pa ne gare ket pezh a garan

    Continúa después del anuncio

    Pep den a dle heuilh e donkadur
    Honnezh eo lezenn ar bed-mañ
    Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur
    Met 'gare ket pezh a garan
    Dezhañ pinvidigezh, enorioù
    Din-me paourentez ha dispriz
    Met 'drokfen ket evit teñzorioù
    Va Bro, va Yezh ha va Frankiz

    Información de la canción

    Composición: Veronique Autret y Angele Duval

    ¿Los datos están equivocados?

    Enviar revisión